Rebed

Ur rebedourez e Santillana del Mar, Cantabria

Ar rebed (diwar an arabeg رباب rabāb) zo ur benveg-seniñ eus ar Grennamzer, a vije tad-kozh ar violoñs. Lavaret e vez e voe degaset da Europa gant an Arabed etre an XIIvet kantved hag ar XIVvet kantved dre Spagn.

Graet eo en ur pezh koad kleuzet, evel ar rabāb arab. Div gordenn pe deir a vez outañ. Heñvel a-walc'h eo ouzh ar rabel spagnol, nemet perheñvel eo ar voest-dasson anezhañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne